Roderig

Ur pennad Rodrigo zo ivez.
Roderig, pe Rodrigo, diwezhañ roue ar Vizigoted.

Roderig, pe Roderico, pe Rodrigo e spagnoleg ha portugaleg, pe Ludharīq, لذريق‎ en arabeg, a oa roue ar Vizigoted e Spagn entre ar bloazioù 710 ha 711.

Mab e oa d'ar Vizigot Teodofredo, a oa mab da Chindasvinto ha Riciberga. Dre an nerzh eo e kemeras ar galloud, ma voe rannet ar rouantelezh.


Trec'het ha lazhet e voe gant ar vuzulmaned en emgann Guadalete, e 711, goude trubardet gant Vizigoted enebet outañ. Brudet eo evel ar roue vizigot diwezhañ. Koulskoude n'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn : ren a rae en un darn eus ledenez Iberia, hag enebourien dezhañ o ren el lodenn all, ha lazhet e voe o vrezeliañ ouzh ar Vuzulmaned nevez dilestret, hag ar re-se a aloubas neuze an darn vrasañ eus al ledenez.

E intañvez Egilona, a vije bet addimezet da Abd al-Aziz ibn Musa, a voe drouklazhet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search